EMSKIANT AR BOBL

Amañ n’on nemet ‘vit stadañ ha kleizhennañ ur bloñs
Spis evel ar paotr Loeiz e vin da gas da benn ur stroñs
An Elektrokardiogramm o tiskouez din un talm izel
Gast ! Piv an diaoul a oar amañ piv eo Yann-Kel ?
Dija pemp republik strizh o krignañ ar bobl ‘vel un askorn
Ar re-se zo pemp biz staget d’ar memes dorn
Al lorc’h zo bet douaret pell ‘zo gant drouklazher ma yezh
Emskiant ar bobl a vo kavet dindan ur maen-bez
Uheloc’h, bro gwirioù mab-den a glevan e toull an nor
Ha skrijadennoù ar boblañs zoken da viken engravet e’m memor
An heol zo vont da guzh hag ar wech-mañ n’eo ket ‘vit un nozvezh
War al leur al labourerien a ruz o tiwaskañ poan an taolioù skourjez

War a seblant bro-c’hall zo diskouezet evel ur skouer
Niverus a-dreuz ar Propaganda an dud ne welont ket sklaer
Tamallañ a ran an dud o votiñ lezenn-mañ-lezenn
Hor personelezh zo aet da get evidon int faskourien
War dimbr ebet eus ar stad dic’hoantaet ne welan un haroz
Ezvezañs va merkoù a c’hellfe bezañ abeg va neuroz ?
Netra da wintañ ar Breton netra da zerc’hel anezhañ sonn
Na pa vefe ar boeson ? Kaoc’h ! Dihunit ac’hanon !
An heol zo vont da guzh hag ar wech-mañ n’eo ket ‘vit un nozvezh
War al leur ar Vretoned a ruz o tiwaskañ poan an taolioù skourjez
En ur c’hortoz distro Arzhur war ur marc’h ruz
C’hwezhañ a ran tan ar gounnar gant ar banniel Glas Gwenn Ruz

Ur stad dic’hoantaet, ur boblañs dic’hoanag
Un diouiziegezh skignet evet ur c’hleñved-red !

Conscience du peuple

-